Vandalerezh

Vandalerezh
obererezh mab-den
Iskevrennad eusproperty damage Kemmañ
Anvet diwarVandaled Kemmañ
Vandalerezh : unan eus Boudaoù Bamiyan en Afghanistan (kleiz), bet distrujet (dehou) gant an Dalibaned

Gant ar ger vandalerezh e venner deskrivañ ar freuz, pe an holl zistrujoù, pe oberoù gwasterezh diabeg, a vez kaset da benn war madoù foran pe prevez. Peurliesañ ez eo ar savadurioù pe ar madoù diloc'h a vez skoet gant ar vandalerezh, lec'hiennoù naturel, dielloù pe oberennoù arz, ha kement tra a ra identelezh ur sevenadur, e c'hlad peurgetket. Er yezh pemdez avat e vez implijet evit seurtoù gwasterezh all.

E damm hent en istor en deus graet ar ger-mañ abalamour d'an implij zo bet graet anezhañ gant an istorourien gristen dieubet gant Bizantion pa voe sujet ha lakaet da sklaved ar Vandaled trec'het ganto goude diskar rouantelezh "barbar" Kartada e 536; heskinet e oa bet tud an iliz roman gant ar Vandaled a oa Arianed anezho.


Developed by StudentB